Mercredi 14 octobre 2009 3 14 /10 /Oct /2009 19:22


D’an 2,3,4,5 a viz Du e krogo ar gouel gant „SINE-YAOUANK“ : skignet e vo filmoù e brezhoneg, berr pe hir e meur a lec’h e Roazhon. Filmoù faltazi, dielfilmoù, filmoù fentus pe drist. Digoust (pe dost) e vo !

D’an 2 a viz Du : « Kill-sell war ar fent e brezhoneg » e bed ar c’hleweled adalek 1982 gant sikour an INA betek bremañ (Ken tuch, Leurenn BZH …) da 8e30 noz er 4bis e-kichen ar maezioù-frank.

D’an 3 a viz Du : Digoust ! Gwagenn.tv a bedo e vignoned. Da gentañ adalek 8e30 en davarn Ti-Anna (plasenn Santez Anna) e vo sellet ouzh filmoù berr a-bep seurt, ur rummad anvet „Reiñ ar gaoz“ , filmoù sevenet gant izili Gwagenn , Kristian ar Bras („Pa welin brini gwenn“) pe tud all.

Diouzhtu da heul en hevelep lec’h da 10e30 e vo tu da sellet ouzh filmoù all bodet er rummad „Krouiñ“. En o zouesk e c’heller ober menneg eus „Daveit Loula“ ur film faltazi graet e-pad an hañv e Douarnenez gant ur skipailh a-vicher hollvrezhonek dindan ren Goulwena an Henaff ha Yann-Herle Gourvès pe c’hoazh ur film e kerneveureg ha saozneg „An jowl yn agas kegin/an diaoul e-barzh ar gegin” graet gant Brett Harvey.

D’ar Mercher 4 a viz Du e c’helloc’h dont da welet film brudet Brian de Palma „ne vimp ket gwerzhet“ war ur skramm bras e ti an dachenn veurzh (metro champs de mars) da 8e30  bet lakaet e brezhoneg gant skipailh Dizale (3 euro)

Ha d’ar Yaou 5 en davarn „le papier Timbré“ (straed Dinan) da 7e noz e vo tu deoc’h kemer perzh er skignadenn gentañ stumm brezhonek un teulfilm anvet Goldmen, Rezistanted evit an douar,  sevenet gant Cyril Peyramond ha Sébastien Viaud evit LCP (chadenn parlamant bro-c’hall) diwar-benn an dud a stourm evit difenn an endro dre ar bed a-bezh. Entanet gant al labour-se GwagennTV ha Dizale zo en em glevet evit kenproduiñ an eilmouezhiañ.


Par Gwagenn
Ecrire un commentaire - Voir les 0 commentaires
Retour à l'accueil

Présentation

Créer un Blog

Recherche

Calendrier

Mai 2012
L M M J V S D
  1 2 3 4 5 6
7 8 9 10 11 12 13
14 15 16 17 18 19 20
21 22 23 24 25 26 27
28 29 30 31      
<< < > >>
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus